Divskouarn, Petra eo ?
Ar gevredigezh evit brudañ ha kas ar brezhoneg war-raok a-raok ar skoliata eo Divskouarn. Kelaouiñ, stummañ, nerzh kinnig, luskañ ur rouedad, lec'h dave, ambroug, bruderezh : setu oberioù hon gevredigezh he fal dezhi labourat e kement lec'h ma vez kavet ar vugale dindan 3 bloaz. Gant ar familhoù, gant al lec'hioù degemer bugaligoù, gant tachenn ar magerezed.
Kavet e vo ganeoc'h e-barzh al lec'hienn-mañ, keleier ha titouroù diwar-benn ar pezh a reomp, met ivez ar pezh a zo outañ e-keñver degemer ar vugaligoù e brezhoneg.
Bez e c'helloc'h kilkañ war al liamm da heul ma peus c'hoant gouzout hiroc'h diwar-benn an divyezhegezh abred e brezhoneg pe e yezhoù all. Kaset e voc'h war zu lodenn al lec'hienn a ra heklev da goulzad kelaouiñ Kuzul departamant Penn-ar-Bed diwar-benn an divyezhegezh : "an divyezhegezh evit ar re vihan, un elfenn a-bouez evit o buhez".
|
Burev ar gevredigezh

- Prezidantez : Magali DELBEC
- Sekretourez : Sylvie QUERMEUR
- Teñzorourez : Izabel THOMAS
|
Ar skipailh a vicher
DIVSKOUARN
|
Un tammig istor
Ganet eo kevredigezh Divskouarn d'ar 5 a viz Du 2005.
Bez e oa intrudu o liammañ brezhoneg ha bugaligoù a-raok krouidigezh Divskouarn avat. An taol arnod kentañ anavezet ganeomp a oa bet en ur vagouri eus Landerne, e lec'h ma oa bet tutaet un den ivez peogwir e ouie brezhoneg, e 1998.
Meur a vagouri eus bro Leon a grogas, da vare penn-kentañ ar bloavezhioù 2000, da ober gant ar brezhoneg, evel e Gouenoù, Lanniliz, Plougerne pe c'hoazh Lesneven.
Bodet e voe neuze ur strollad e anv Brezhoneg er vagouri. Kinnig emvodoù etre magourioù ganto ur preder war treuzkas ar brezhoneg an hini oa pal ar strollad-se.
Gant Enfantillages (ar gevredigezh a vere magourioù ker Gouenoù) e oa aet ur priz Rannvroel Dazont ar Brezhoneg. Da heul an dra-mañ, e oa bet leun a dadoù ha mammoù da bellgomz d'ar vagouri, plasoù da zegemer tout ar vugale-se avat, ne oa ket, met ouzhpennet e oa bet gant kement-mañ avat tud nevez e rouedad an dud dedennet gant ar brezhoneg a-raok ar skol.
Ar bazenn war-lerc'h a zo bet da sevel un ostilh da skoazell kement intrudu o liammañ brezhoneg ha tachenn ar re vihanañ, ha da vodañ anezho e barzh ur rouedad. Krouet e oa Divskouarn.
|